Indian-avank/Enfant-castor
Ur wazh menez
a dreuze gwennojenn ma bugaleaj
lammat a rae e zour
diouzh ar c'hleuz
oc'h astenn seiz glaz ar geot gantañ
E fin ar goañv e vourbouilhe an dour dindan ar skorn
evel ma kan ur barzh e-barzh ur yezh estren
o c'hortoz e oan anezhañ
Erru an hañv e tiskuilhe ma gwazh
daroù-raz bras gwennet evel eskern
tu e cheñche ar c'hortozadenn
An daouarn soubet advlazoù e gorf
e tennen ar mein
e raklen an douar
e kleuzen ar bosoù
e saven ur stankenn
evit ma ganje ur stêr adarre gant kreñvder ma divrec'h
N'o deus ket ma zud gouiet james
e oan deuet da vezañ kantread ur ganienn bell
bugel-avank un draonienn veuzet dindan an dourioù
Hiziv eo bet lazhet gant an asfalt
ar wennojenn
aet eo an dour en e souch
evel ul loen
Kouskoude e choman Indian gerioù ma bugaleaj
O redek emañ an dour e-barzh ma noz ha distreiñ a ran
gwazhioù menez c'hoazh
da glevet an amzer o skeiñ ouzh ma falvioù.